Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Levidi

Hervez levr an Adlezenn er Pentateuc'h e resevas izili meuriad Levi ur garg relijiel ha n'eo ket douaroù. Ad 10 8-9 : "Er mare-se e tispartias an Aotroù meuriad Levi evit dougen arc'h Emglev an Aotroù, evit chom dirak an Aotroù da lidañ ha da vennigañ e anv, betek hiziv. Setu perak n'en deus bet Levi na lod na hêrezh gant e vreudeur. An Aotroù eo e hêrezh, evel m'en deus prometet an Aotroù, da Zoue, dezhañ."[1]

Goude an adaozadur graet gant ar roue Jozias war dro 622 a-raok Jezuz Krist e vefe bet un diforc'h etre ar veleien hag al Levidi. Kargoù disheñvel o doe en Templ. Kreskiñ a reas plas al Levidi goude 360 a-raok Jezus Krist[2].

Meneg a zo eus ul Leviad en Eil Testamant e parabolenn ar Samaritan mat (Lukaz 10 32 : "En hevelep stumm, ul Leviad erruet war an dachenn,o welout ivez anezhañ a dremenas dre ar c'hostez all."[3]

  1. Troidigezh Per ar Gall ha Job Lec'hvien, An Tour-Tan,1990, pp 187-188
  2. Dictionnaire culturel de la Bible, cerf/Nathan, 1990, p152
  3. Troidigezh didan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, p 167

Previous Page Next Page






لاويون Arabic لاويون ARZ Levililər AZ لاویان خالقی AZB Levita Czech Levit Danish Levite English Levido EO Lebitar EU لاویان FA

Responsive image

Responsive image