Ur yezh kaokazek eus skourr Yezhoù kaokazek ar biz eo al lezgieg (лезги чІал lezgi ch'al) komzet gant tro-dro da 450.000 den e su Dagestan e Rusia (257.000 den) hag e norzh Azerbaidjan (171.400 den) dreist-holl, hag ivez e Jorjia, Kazac'hstan, Kirgizstan, Turkia, Turkmenistan, Ukraina hag Ouzbekistan.
N'he deus ar yezh-se statud ofisiel ebet e neplec'h.
Dek yezh lezgiek ez eus e Dagestan:
Skrivet e vez ar yezhoù-mañ gant al lizherenneg kirillek.