War dachenn ar yezhoniezh hag ar yezhadur dreist-holl e implijer an termen liessindeton pe kenurzhierezh liessindetek (e saozneg: polysyndeton pe polysyndetic coordination, diwar ar henc'hresianeg πολύ (< πολύς); 'kalz; lies-' mui δεῖν (< δέω); 'liammañ; stagañ') evit komz eus savadennoù kevrennek ma vez liammet meur a gedrann (frazennoù, rannfrazennoù...) an eil re ouzh ar re all gant meur a stagell kenurzhiañ ("ha", "pe", "met"...) renk-ouzh-renk, alies a-walc'h en un doare diezhomm.
Implijet e vez evel un elfenn stiloniezh war dachenn al lennegezh dreist-holl evit pouezañ war ur fed bennak pe c'hoazh evit krouiñ ul lusk resis, da skouer: