Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Llan

Llan zo ur ger kembraek kozh, kar da Lan e brezhoneg, hag a gaver e penn-kentañ ur bern lec'hanvioù kembraek, ouzhpenn 630 a-hervez.

Ar ster kentañ a vije bet lec'h kloz, evel ur park hiziv, pa vez ur c'hleuz tro-dro. Goude-se eo deuet da vezañ ar barrez en-dro d'an iliz. Peurvuiañ e vez liammet al llan hag anv ur sant, brezhon pe kelt.

Koulskoude e kaver hiziv anvioù a grog gant llan hag a zeu eus gerioù all: 'Glan' (glann) pe 'Nant' (gwazh ), evel gant Llanbradach (a oa Nant Bradach, diwar ar stêr Bradach). Kemend-all zo c'hoarvezet e Kerne-Veur gant Lanteglos, deuet eus Nanseglos .


Previous Page Next Page






Llan (topònim) Catalan Llan CY Llan (placename) English Llan (leku izena) EU Llan Portuguese

Responsive image

Responsive image