Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Llandrillo-yn-Rhos

Llandrillo-yn-Rhos.

Llandrillo-yn-Rhos, pe Llandrillo hepmuiken, (Rhos-on-Sea e saozneg) zo ur gêriadenn, ur barrez hag ur gumuniezh e hanternoz Kembre, en arvor Sir Conwy. Emañ un tammig er c'hornôg da gêr Bae Colwyn ha deuet eo da vezañ un astenn d'ar gêr-se. E 2011 e oa 7 593 a dud o chom e Llandrillo-yn-Rhos[1] ha 18,4% anezho a oa kembraegerien.

Gouestlet eo an iliz-parrez da sant Trillo. E-kichen kêr emañ torgenn Bryn Euryn, e-lec'h ma c'haller gwelet aspadennoù eus ur c'hreñvlec'h eus ar Grennamzer uhelañ, eus mare ar roue Maelgwn Gwynedd marteze. E-harz an dorgenn emañ rivinoù Llys Euryn. Eus ar XVIvet kantved eo an dismantroù a weler bremañ, met diagent e oa ur savadur all hag a oa lec'h-annez Ednyfed Fychan, unan eus pennañ skoazellerien rouaned Gwynedd Llywelyn Fawr hag e vab Dafydd ap Llywelyn, en XIIIvet kantved.

War an aod izeloc'h eget Bryn Euryn emañ Rhos Fynach, ul lec'h ma oa ur gored hag a oa da venec'h Abati Aberconwy gwechall. Betek deroù an XXvet kantved e voe implijet da dapout pesked.

  1. Swyddfa Ystadegaeth Cenedlaethol: Census 2001 : Parish Headcounts : Conwy

Previous Page Next Page






Rhos-on-Sea CEB Llandrillo-yn-Rhos CY Rhos-on-Sea English Llandrillo-yn-Rhos EU Rhos-on-Sea French Llandrillo-yn-Rhos GA Llandrillo-yn-Rhos GD Rhos-on-Sea Italian Llandrillo-yn-Rhos KW Рос-он-Си Russian

Responsive image

Responsive image