Llanelli eo ar gêr vrasañ e Sir Gaerfyrddin hag e mervent Kembre, war lez aber ar stêr Lliedi, war-hed 15 km er c'hornôg da Abertawe hag 20 km er c'hreisteiz da Gaerfyrddin. Bihan e oa chomet ar gêr-se betel an XIXvet kantved ha kresket kalz e oa d'ar mare-se, abalamour ma oa mengleuzioù glaou ha labouradegoù houarn-gwenn tro-dro. E dibenn an XXvet kantved e veze komzet kembraeg gant an hanter eus an annezidi.
Brudet eo Llanelli abalamour d'he c'hoarierien rugbi.