Lostenn

Ul lostenn verr roz
Ul lostenn verr c'hlas
Lostennoù hir, e 1913
Ul lostenn hir, e 2007

Ul lostenn, pe sae-dindan, pe brozh-dindan, zo ur pezh dilhad-dindan a vez lakaet gant ar merc'hed dindan ur sae ( sae-dindan) pa vez hir, pe dindan ur vrozh (brozh-dindan), pa vez berr.

Divilgin e vezont atav, skoazigelloù moan outo pa vezont hir. E niloñs, satin, seiz e vezont graet, dantelezh outo peurvuiañ.

War-dro 1890 e voe gwelet ar re gentañ. Tennañ a ra a-walc'h ar sae-dindan d'un hiviz-noz[1].

  1. Le vêtement, M.N. Boutin-Arnaud, S. Tasmadjian, Embannadurioù Nathan, 1997. ISBN : 2-09-182472-0

Lostenn

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne