Maendreserezh a reer eus teknik ar moullañ diwar ur gorread plaen ha lenkr — ur maen kleiz (CaCO3) pe ur blakenn e metal (aluminiom e dibenn an XIXvet kantved, zink diwezhatoc'h) — dre dennañ splet eus ar fed ma ne c'hall ket eoul kejañ gant dour : dre-se e tiforc'her ar rannoù a lonk liv ar moullañ diouzh ar re na reont ket.
E 1796 e voe ijinet ar maendreszerezh gant an alaman Aloys Senefelder (1771-1834), a oa ur skrivagner, un dramaour hag un aktour, evit moullañ e-unan e oberennoù ; gantañ ivez e voe ijinet anv an doare-ober : ar ger alamanek lithografie, diwar ar gerioù henc'hresianek λίθος líthos, "maen" ha γράφειν gráphein, "skrivañ"[1],[2]. Da etrebroadel eo troet ar ger : リトグラフ ritogurafu eo e japaneg, da skouer ; "litografiezh" zo e brezhoneg e-kichen "maendreserezh". Sinaiz, o deus ijinet ar moullañ, a ra "moullañ dre waskañ ur maen greunennaet" (石版印刷 sekiban insatseu) eus an teknik.