Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Massinissa

Ar roue Massinissa, saver rouantelezh Numidia

Masinissa pe Massena (war-dro 240 pe 238 kent J.-K. - war-dro 148 kent J.-K.) a voe kentañ roue Numidia, ur rouantelezh eus norzh Afrika en Henamzer. Brudet eo evit e roll a-bouez evel kevredad ar Romaned en Emgann Zama (202 kent J.-K.) e diwezh an Eil brezel punek.

En III kantved kent J.-K. e oa rannet Afrika an Norzh e teir Stad poblet gant Berbered : hini ar Maoured, hini Maoritania a oa etre ar Meurvor atlantel hag ar stêr Mulucha, hini ar Masaesyli er c'hreiz, eus ar stêr Mulucha betek ar stêr Amsaga, renet gant ar roue Sifaks, hag erziwezh, e reter Kartada, rouantelezh ar Massyli, etre ar stêr Ampsaga (Oued-el-Kebir) ha tiriadoù Kartada.

En em gannañ a reas ar Masaesyli hag ar Massylii e 203 kent J.-K. en Emgann ar c'hompezennoù bras) e diwezh an Eil brezel punek. Goude se e tegasas Massinissa, penn ar Massyli, ur skoazell a-bouez da drec'h Republik Roma war Gartada. Massinissa a zeuas a-benn neuze da unvaniñ Numidia a rene neuze holl an douaroù etre ar stêr Moulouia er c'hornôg ha Cyrenaica er reter. Dont a reas a-benn da viret emrenerezh e rouantelezh o tennañ e vad gant finesa eus an eneberezh etre Roma ha Kartada. Massinissa a lakas e penn pep proviñvs ur gouarnour hag e penn pep meuriad un « Amokrane » (ar penn meuriad). Eguzul, dek den ennañ, a eilas anezhañ gant efedusted en e bolitikerezh hag en e velestradur. E-touez an dek kuzulier e oa tri eus e vibien : Mikipsa a rae war-dro aferioù zo en e lec'h, Gulussa, karget da ren an armeoù ha Mastanabal e karg eus teñzor ar roue. Krouiñ a reas pezhioù moneiz ma weled e benn. Mervel a reas Massinissa e 148 kent J.-K..


Previous Page Next Page