Mereng (/'me:ræŋ/), meuring[1],[2],[3], pe meringue (/məˈræŋ/), an anv gallek, zo lipouzerezh graet gant gwennoù vioù foetet ha mesket gant sukr. A bep seurt merengoù zo, met dre vras e weler tri seurt anezhe, goude ma ne vezont ket atav gwall zisheñvel : ar re suis, ar re italian, ar re c'hall.
Ur verengenn a reer eus ur c'houign sec'h graet gant mereng ha poazhet er forn izel-izel he gwrez.