Pennad lodek eus Lec'hioù Henegipt |
Lec'hioù |
---|
Nomoù / Kêrioù |
Monumantoù / Temploù |
Takadoù bro |
Goueled Egipt / Kreiz Egipt |
Gorre Egipt / Nubia |
Lec'hiadur |
Meroe eo anv ur geoded kozh eus Nubia, war glann zehou an Nil 16.88° N 33.72° E e-tro 6 km e biz Kabushiya nepell eus Shendi e Soudan war-hed 200 km bennak e biz Khartoum. Er biojoù ez eus ur strollad kêriadennoù anvet Bagrawiyah. Bet eo Meroe kêr-benn rouantelezh Kush e-pad meur a gantved. Roet he deus kêr hec'h anv da Enez Meroe evit ar "Butaana", ur vro bevennet war tri c'hostez gant an Nil (adal stêr Atbarah betek Khartoum, Atbarah, hag an Nil Glas. Brudet eo dre he beredoù piramidennek serzh-tre an tuioù anezho ha bet miret madik a-walc'h betek an deiz a hiziv. Kalz eus ar piramidennoù zo rivinet hiziv. Enskrivet eo bet al lec'hienn arkeologel gant an UNESCO war e roll Glad bedel e 2003