Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Nefele

Nefele

Nefele (henc'hresianeg : Νεφέλη Nephélê, eus νέφος néphos, "koumoulenn") a oa ur goabrenn krouet gant Zeus, hervez skeudenn Hera, evit touellañ Iksion.

Dimeziñ a reas-hi gant Athamas, ha daou c'hevell o doe, Helle ha Friksos.

Diwezhatoc'h e timezas Athamas gant ur briñsez anvet Ino. Kaset ar goabrenn da redek an oabl, ha ret dezhi kuitaat he bugale. Met bevañ a rae en anken o soñjal e vije lazhet Friksos gant Ino evit lakaat he mab da ren goude an tad.

Pa welas edo Ino o vont da lazhañ an daou vugel e c'houlennas Nefele skoazell digant an doueed. Hermes a gasas dezhi ar maout C'hrysomallos a nijas d'o saveteiñ.


Previous Page Next Page






نيفيله Arabic Nefela AZ নেফেলি Bengali/Bangla Nèfele (nimfa) Catalan Nefelé Czech Nephele (Wolke) German Νεφέλη Greek Nephele English Nefelo EO Néfele Spanish

Responsive image

Responsive image