Pennad lodek eus Lec'hioù Henegipt |
Lec'hioù |
---|
Nomoù / Kêrioù |
Monumantoù / Temploù |
Takadoù bro |
Goueled Egipt / Kreiz Egipt |
Gorre Egipt / Nubia |
Lec'hiadur |
Hiziv an deiz e vez graet Nubia eus ar vro zo e su Egipt, a-hed an Nil hag e norzh Soudan, met gwechall e oa ur rouantelezh dizalc'h.
Nubiz a gomz Yezhoù nubiek a renker da nebeutañ e daou skourr eus familh ar yezhoù nilez-saharek. En o zouez emañ an Nobineg, ar C'henzeg-dongalaweg, ar Midobeg ha rannyezhoù kar all komzet e lodenn norzh Menezioù Nubia e su Kordofan. Komzet e veze ar Birgideg, anezhañ un doare all, betek ar bloavezhioù 1970 da nebeutañ, en hanternoz Nyala e Darfour. Marv eo a-benn bremañ avat. Implijet eo bet an Hennubieg dre skrid en VIIIvet ha IXvet kantved, dreist-holl evit teulioù relijiel. Soñjet e vez e oa anezhañ ur stumm koshoc'h eus an Nobineg a-vremañ.