Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Oded

Oded
An Oded pa sav al lanv
Statud stêr
Hirder 56 km
Uhelder an eienenn ? m
Kas keitat ? m³/s
Gorread an diazad ? km²
Bro(ioù) douret Breizh
Diazad stêrioù
?
En em daol e Benoded Meurvor Atlantel
Ledander er genoù ?
Andon Sant-Wazeg
Adstêrioù Stêr Deir, Froud, Jed


An Oded a zo ur stêr a ziskenn eus ar Menez Du er gwalarn da Roudoualleg (Kerne - Mor-Bihan) betek ar Mor Atlantel etre Benoded ha Kombrid. Emañ e andon e kumun Sant-Wazeg, e Yeun ar Vouster. Dont a ra Benoded eus Ben + Oded : ur ger kozh eo ben evit diwezh ur stêr, ar genoù anezhi.
Treuziñ a ra Kemper, kêr-benn Bro-Gerne ha pennlec'h Departamant Penn-ar-Bed.
Evel meur a stêr e Breizh eo froudel e renad ken e tegas dourioù-beuz e-pad an diskaramzer hag ar goañv dre n'hell ket an dour-glav silañ don er c'harregadoù dizintrus a gaver e pep lec'h. Grevusoc'h eo ar gudenn gant ar c'hêriekaat pa zeu an douaroù da vezañ dizintrusoc'h-dizintrusañ hag ouzhpenn-se, er bloavezhioù 1960-70 eo bet diskaret ar c'hleuzioù a vire ouzh an dour da redek d'an dourredennoù diouzhtu.
E miz Kerzu 2000 eo bet beuzet darn eus kreiz-kêr Kemper pa ziruilhe an Oded 100 m³/sec.
A-raok skeiñ war-du Kemper e treuz an Oded ur ganienn strizh ha roc'hellek anvet ar Stangalar (Stank Alar, marteze) ha priziet mat gant ar valeerien.
Ez-ofisiel e krog an Oded morel adalek ar palez-justis hag e tiskenn d'ar mor war 18 km, met al lanv a ya betek ar porzh-houarn, 2 km uheloc'h.
Ur porzh-kenwerzh anvet Kornigell a zo bet staliet e penn an aber: ouzh ur c'hae, 500 m a hirded, e vez ereet listri-karg bihan ha listri-sabl.
En e benn, e Kemper, aber an Oded, 20 km he hirded, goude ur ganol-vor strizh, a ya d'ober ul vorlennig anvet Bae Kerogan, met strishoc'h-strishañ e teu da vezañ pa ziskenn, etre Ploveilh ha Pluguen, en ur ganienn goadek hag a zo ul lec'h touristel a c'heller gweladenniñ gant listri-treizh.
Kavet e veze gwechall anv ar stêr en anv gallek kumun Brieg (Briec-de-l'Odet) hag e-pad an Dispac'h gall, Montagne-sur-Odet e oa an anv nevez roet da Gemper evit abegoù politikel.


Previous Page Next Page






Odet CEB Afon Oded CY Odet (Fluss) German Οντέ Greek Odet English Odet EU اوده (رودخانه) FA Odet French Oded GV Odet (fiume) Italian

Responsive image

Responsive image