Optimist | |
redadeg Optimist e Terenez | |
Fardaj : | cat-boat |
---|---|
Savour : | Clarks Mills |
Penn-kentañ : | 1947 |
Hirder : | 2,30 m |
Ledander : | 1,2 m |
Diblasadur : | 33-37 kg |
Goueliadur : | 3,5 m² |
Bourzhiad(où) : | 1 |
An optimist a zo ur vag ijinet e 1947 gant Clark Mills e Clearwater (Florida). Klasket en doa Clark Mills sevel ur vag a vije gouest da zerc’hel penn gant ar c’hasad gant rodoù, c’hoari karetañ bugale kêr. Savet e penn-kentañ gant brenn-heskenn, ar vag-se a voe kaset en Europa gant Axel Damgaard.
Gant ur c’houc’h plat hag ur ouel nemetken eo an optimist ur vag skañv, stabil ha simpl-tre da vleniañ. Implijet e vez alies gant ar vugale evit kregiñ gant ar bageal. Ar ouel, stumm un drapezenn anezhi, a zo dalc’het gant ur piker.
E-kerzh an amzer, ar saverien optimist zo en em ispisializet e daou varc’had disheñvel :
Ar rummad pennañ e bageal eo an optimist. Neuze, ul live uhel-tre a zo.