Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Panjab

Panjab ha harzoù ar stadoù bremañ
Panjab e 1903

Panjab (ar stummoù Punjab ha Penjab a gaver ivez) zo ur vro istorel eus kreiz Azia, rannet bremañ etre meur a stad : stadoù Panjab ha Haryana en India ha proviñs Panjab e Pakistan. Panjabi eo ar yezh a gomzer enni.

Dont a ra an anv "Panjab" eus ar gerioù iranek پنج (panj: "pemp") hag اب (āb: "dour"), ha talvezout a ra "bro ar pemp stêr". Mont a ra ar pemp stêr-se d’ober ar stêr Panjnad, zo un adstêr d’an Indus, ha redek a reont e Pakistan hag en India.

Panjab eo kreñvlec’h ar Siked : en Panjab India emañ Amritsar, o c’hêr sakr. Muzulmiz hag Hindoued zo ivez o vevañ e Panjab.


Previous Page Next Page