Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Pederastiezh



Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.


Un termen ledan eo ar bederastiezh (diwar ar henc'hresianeg pais "paotr" + erastes "amourus") implijet evit komz eus darempredoù heñvelrevel etre oadourion ha krennarded.

Kavet e veze pratikoù a seurt-se e meur a sevenadur de ar bed da geñver an henamzer, ha brudet a-walc'h eo ar perzh sokial ma c'hoarveze e Henc'hresia dreist-holl, ma talveze kement da dudi ha d'un darempred deskiñ etre ur studier yaouank hag ur mest koshoc'h evitañ, deuet en e oad. Daoust ha ma oa anezhañ un dra reoladel e sevenadur ar vro, tud zo a save o mouezh a-anep d'ar bederastiezh, dreist-holl pa denne da darempredoù reizhel war-eeun, en o zouez Platon.

E Henroma e oa bet skarzhet ar bederastiezh pa degouezhas ar gristeniezh eno.

Diaes eo lakaat ur vevenn rik etre ar bederastiezh hag ar bedofiliezh ha dreist-holl an efebofiliezh hag un torfed a c'hell bezañ suert darempredoù hiziv hervez lezennoù resis pep bro hag a denn d'an oad ma c'hell unan kaout darempredoù reizhel.


Previous Page Next Page