Peisistratos (henc'hresianeg: Πεισίστρατος, Peisistratos, latinekaet e Pisistratus), 607 kent J.K.-528 kent J.K., a voe kentañ tirant Aten, eus 546 betek 528-527 kent JK. Mab ar prederour Hippokrates e oa hag anvet e voe hervez anv ar peisistratos a gaver en Odysseia. Kemer a reas ar galloud dre finesa oc'h aloubiñ hag o terc'hel an Akropol.
Peisistratos, difenner renkadoù izelañ Aten, an Hyperakrioi (sellet izeloc'h), a c'hall bezañ gwelet evel skouer gentañ ar boblachouriezh pe zoken ar sokialouriezh. Pa oa e penn ar geoded ne dermas ket Peisistratos da enebiñ ouzh ar brientinien, da zigreskiñ kalz o dreistgwirioù, ha da ziberc'hennañ anezhe diouzh o douaroù d'o reiñ d'ar re baour. Arc'hantañ a reas kalz raktresoù relijiel hag arzel[1]. Dre e oberenn bolitikel en deus tennet Aten da viken eus aotrouniezh an oligarkiezh kozh brientinien ha prientet en deus mestroniezh Aten en Enezvor war dachenn ar brezel hag ar c'henwerzh, dre ur politikerezh diavaez nevez hag hardizh. Digeriñ a rae evel-henn hent an demokratiezh ha barr galloud Aten er Vvet kantved kt JK, « Kantved Perikles ». Lezet en deus da Aten ivez ensavadur ar gouelioù panatenek hag an esae efedus kentañ da aozañ ur stumm peurglok eus Meurganoù Homeros, an Ilias hag an Odysseia.
"Peisistratided" a vez graet eus an tri zirant a renas Aten eus 546 da 510 kent J.-K., da lâret eo Peisistratos hag e zaou vab, Hipparc'hos hag Hippias.
Kemeridigezh ar galloud gant Peisastratos zo ul lodenn eus ul lusk a weler e kalz keodedoù eus Henc'hres a zo renet gant tiranted. E Korinthos, Miletos, Sikyon, Samos, Mytilene, e trevadennoù gresian Azia-Vihanañ e oa diskaret an oligarkiezhioù gant tiranted ha dinastiezhioù tirantet illur a binvidika hag a greñva o c'heodedoù, a ziorro ar c'henwerzh hag ar pezh a zu da heul : an aloubadegoù.