Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Plankton

An diatomeed zo unan eus diazezoù ar rouedadoù trofek ar morioù hag an dour dous Bezañ pe ezvezañs lod anezhe a ro titouroù mat diwar-benn perzhioù an dour.
Beroidae, élément du zooplancton.

Anv ar plankton a zeu eus an henc'hresianeg πλανκτός, planktós pe « kantreer », ger implijet gant Homeros evit komz eus al loened a gantree war-c'horre ar mor. Hervez Hensen (1887), ar plankton zo anezhañ hollad an organegoùigoù a vev en dour dous, meizh pe en dour sall, en arlug peurliesañ hag en un doare gouzañvus da welet : gametoù, larvennoù, loened n'int ket gouest da stourm ouzh ar red (krestenneged planktonek bihan, morgaouled), plant ha bezhinoù mikroskopek. Termenet eo eta an organegoù planktonek diouzh o log ekologel ha n'eo ket hervez fedoù filogenetek pe taksonomek.

Diazez ur bern rouedadoù trofek eo ar plankton. Ar fitoplankton a ya e-unan d'ober 50 % eus an danvez organek produet war ar blanedenn[1], met hañval eo e tigresk en un doare ingal abaoe ugent vloaz.
Servijout a ra da voued pennañ d'ar balumed fanolek, d'ar c'hregin siler (en o zouez ar meskl, d'an istr, ha kement zo), hag e c'hall pistriañ anezhe gant toksin.
Dre e fiñvoù a-sonn (kelc'hiadoù liammet ouzh ar gouloù ha gar c'houlzioù-amzer) e kemer perzh ar zooplankton e meskaj ar gwiskadoù dour. Marteze e oa isprizet al lodenn-se eus ar bevstrafuilh[2],[3]. An hevelep anadennoù zo anezhe ivez en dour dous (gant fiñv ar poblañsoù dafni da skouer).

Pterotracheidae (Zooplankton)
Larvenn planktonek pesk dour yen (Zooplankton)
  1. Nature 2010
  2. Studiadenn renet gant Katija ha Dabiri er C'halifornia Institute of Technology e Pasadena, ha danevellet er gelaouenn Nature (Brève NatureNews embannet enlinenn 2009/07/29, Nature) ha William K. Dewar ; "Oceanography : A fishy mix" ; Nature 460, 581-582
  3. Levrlennadur

Previous Page Next Page






Plankton AF Plankton ALS عوالق Arabic Plancton AST Plankton AZ Планктон BE Плянктон BE-X-OLD Планктон Bulgarian প্ল্যাঙ্কটন Bengali/Bangla Plankton BS

Responsive image

Responsive image