Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Plotinos

Plotinos.

Plotinos (Πλωτῖνος e gregach), pe Plotinus en latin (205 - 270), a oa ur prederour roman, o kelenn hag o skrivañ e gresianeg. Ganet e vefe bet e Lykopolis (Egipt). Kentelioù Ammonios Saccas a heuilhas e Aleksandria. Sevel a reas e skol e Roma en 246, hag Amelius an hini a voe e ziskibl kentañ. Gant e ziskibl Porphýrios e voe embannet e skridoù anvet Εννεάδες, Enneades, da lârout eo "Navadoù" (diwar ar gregach ennea, "nav", dre ma'z eo bet renket skridoù Plotinos gant Porphyrios e 6 levrenn 9 skrid e pep hini).

E zoare da adlenn divizoù Platon, a anver « nevezplatonegezh », a voe ur stivell awenus d'ar brederourien gristen a oa o tiwan en amzer-se ha da Aogustinus Hippona, ha levezon bras he doe war brederouriezh ar c'hornôg.


Previous Page Next Page