Probus

An impalaer Probus

Marcus Aurelius Probus Augustus, anavezetoc'h evel Probus (c. 19 Eost 232 – Gwengolo/Here 282), a oa impalaer roman etre 276 ha 282. E-pad e ren berr a-walc'h (6 vloaz) e teuas a-benn da wellaat ekonomiezh an impalaeriezh ha da wareziñ an harzoù anezhi diouzh an tagadennoù diavaez.

Pignat a reas war an tron goude marv an impalaer Marcus Claudius Tacitus en doa anvet anezhañ e penn arme ar Reter. Choazet e voe da impalaer gant e soudarded, a-raok bezañ anvet gant Sened Roma. Ren a reas an armeoù roman a voe trec'h war ar Franked hag an Alemanned a oa o tagañ Galia. E 277 ha 278 e kendalc'has armeoù Probus d'en em gannañ en tu-hont d'ar Roen ha flastret e voe ar C'hermaned da vat. Adsevel a reas an difennoù a oa bet savet gant Hadrian etre ar Roen hag an Danav.

Gwellaet e voe ekonomiezh an impalaeriezh gant Probus, dreist-holl war dachenn al labour-douar. Aotren a reas gounidigezh ar gwini en-dro e Galia hag e Pannonia, a-enep ar pezh a oa bet graet gant Domitianus tost daou gantved abretoc'h ; ha lakaat a reas tud da labourat douaroù a oa dilezet.

Daoust ma oa brudet mat e voe lazhet Probus gant lod eus e soudarded en em savas en e enep pa oad o prientiñ ur brezel a-enep Persia.


Probus

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne