Riviera a zo ur ger italianek hag a dalvez kement hag "aod, bord ar mor". Graet e vez gantañ evit envel arvor ar Mor Kreizdouar e Liguria (en Italia) hag aod Kontelezh Nisa (ma vez graet gant an droienn Côte d'Azur ivez) ha Monaco. Dre astenn e vez graet gant ar ger ivez evit kement aod vrav, heoliek, hag a sach kalz a douristed.