Rudra (/ˈrʊdrə/; Sañskriteg: रुद्र) zo un doue eus ar Rigveda liammet ouzh an avel pe ar barr-amzer (Vayu)[1],[2] hag an hemolc'hiñ[3]. Troet e vez e anv evel ar C'hrozer. Er Rigveda e vez azeulet Rudra evel ar "ar meurdez e-touez ar veurdezed"[4]. Rudra a dalvez "an hini a ziskoulm ar c'hudennoù adal o gwrizienn". E anv a vez kavet er Shiva Sahasranama, ha R. K. Śarmā a ziskouez e vez arveret an anv da daolennañ Shiva er yezhoù all. Ar meulgan Shri Rudram eus ar Yajurveda a zo gouestlet da Rudrahag zo pouezus er Shivaegezh. En anuvaka Prathama eus Namakam (Taittiriya Samhita 4.5), Sri Rudram Rudra a vez azeulet evel Sadasiva ('ar meurdez shiva') ha Mahadeva. Sadashiva eo an Arc'h-Boud Paramashiva e Mantra Siddhanta er Shivaegezh. Ouzhpenn-se e vez arveret an anv siva meur a wezh en Anuvaka da c'helver Rudra.