Saba zo un enezennig en hanternoz d'an Antilhez Bihanañ, er reter da bPuerto Rico. Ar vihanañ eus an Antihlez perc'hennet gant an Izelvroioù eo, 1 824 a dud a oa o chom enni e 2001.
The Bottom eo ar gêr-benn anezhi, ha 495 a dud enni.
Ur gumun izelvroat eo bremañ, gant ur statud arbennik avat, abaoe ar 1añ a viz Gouhere 2007, goude da stad emren kozh an Antilhez Nederlandat mont da get.