Hervez an Tanac'h e oa Shomron[1] kêr-benn Rouantelezh Israel, rouantelezh an Norzh. Hervez Eil Levr ar Rouaned e voe distrujet gant an Asirianed e 721 KJK.
Savet e vefe bet gant Omri, roue Israel (885-874) : « E Tirsa e renas c'hwec'h vloaz ; hag e prenas menez Shomron digant Shemer evit div dolzenn arc'hant. Sevel a reas war ar menez, hag e c'halvas anv ar gêr en devoa savet, diwar anv Shemer, mestr ar menez, 'Shomron' » (1R 16, 23-24)[2].