Sikyon

Lec'h Sikyon
C'hoariva kozh Sikyon hiziv.
Un templ dorek e Sikyon.
Evit ar gumun a-vremañ, s.o. Sikyona.

Sikyon (Henc'hresianeg Σικυών, genitiv Σικυῶνος) a oa ur geoded eus Henc'hres a oa e norzh Peloponnesos etre Korintos hag Ac'haia war dachenn prefeti Korintos a-vremañ. Er roll rouanez roet gant Paosanias[1] ez eus 24 roue, a grog gant Aegialeos; roue eil diwezhañ ar roll, Agamemnon, a redias Sikion da sujañ da Vikenai. War e lerc'h e teuas an alouber dorian Falkes. Paosanias en deus implijet ur vammenn a oa implijet gant Kastor Rodos ivez. Anavezet e voe gant F. Jacoby[2] evel ur Sicyonica kollet savet gant ar barzh Menaec'hmos Sikion a veve e fin ar IV kantved.

War a lavared en Henamzer e oa unan eus keodedoù koshañ Henc'hres. Anavezet e oa a-raok dindan anvioù all Egiale, ha Mekone. Eno e oa lec'hiet ijinadenn an aberzh gant Prometheüs.

Sikion a zeuas buan da vezañ ur greizenn sevenadur bras, war dachenn ar c'hizellerezh peurgetket. He stalioù arem ha prierezh a oa brudet-kenañ. A-hed an Henamzer e voe stummet azourien vras evel Lisippos, Polikleitos pe Scopas gant he skol kizellerezh. Soñjal a rae ar C'hresianed e vije bet ijinet al liverezh er geoded-mañ zoken.

Goude diskar an diranted e kendalc'has berzh vat an ekonomiezh betek fin ar VI kantved kent J.-K. kouezañ a reas Sikion neuze dindan levezon Sparta hag antreal e Kevre ar Peloponnesos. Kemer a reas perzh er brezel a-enep Aten e-pad Brezel ar Peloponnesos. Abalamour da se e voe kemeret gant arme Tebez e 369 kent J.-K.. Distrujet e voe e-pad ar prantad hellenadek gant Demetrios Poliorketes e 303 kent J.-K., hag adsavet nepell ac'hann.

  1. Pausanias 2.5.6-6.7.
  2. F. Jacoby on Castor in Die Fragmente der griechischen Historiker 250 F 2, meneget gant Robertson a zo a-du gantañ, 1999:65 ha notenn 36.

Sikyon

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne