Al labouradeg Simca e Nanterre, e-tro 1936
| |
Anv | Société Industrielle de Mécanique et Carrosserie Automobile (SIMCA) |
Statud | Isembregerezh |
Diazezet | 1934 |
Diazezer | Fiat S.p.A. |
Divodet | 1980 |
Penngevredadoù | Fiat S.p.A. (1926-1963) Chrysler (1963-1978) PSA (1978-1980) |
Sez | Poissy, Bro-C'hall |
Tachenn | Greanterezh |
Produioù | Kirri-tan |
Skourroù | Ford France (1954-1958) Simca do Brasil (1958-1966) |
SIMCA (Société Industrielle de Mécanique et Carrosserie Automobile) a oa un embregerezh gall a farde kirri-tan. Diazezet e oa bet e 1934 gant ar saver kirri italian Fiat S.p.A. ; dindan beli Fiat e chomas betek bezañ lonket e 1970 gant ar saver kirri stadunanat Chrysler, a voe prenet e 1978 gant PSA Peugeot Citroën, a gasas ar merk Simca da get e 1980.
Etre diwezh an Eil Brezel-bed hag e steuzidigezh e voe Simca unan eus ar saverien kirri-tan pouezusañ e Bro-C'hall. E-pad ur mare e voe ar Simca 1000 ar c'harr gwerzhet ar muiañ eno ; e 1976 e voe dilennet ar Simca 1307 da wellañ karr Europa, evel ma voe ar Simca Horizon e 1979.
En estrenvro ivez e voe fardet ha gwerzhet kirri Simca, dindan ar merk Chrysler alies : en Aostralia, en Arc'hantina, e Brazil, e Chile, e Colombia[1], e Finland, en Izelvroioù, er Rouantelezh-Unanet, e Spagn hag e Sveden.