Ur skifos (σκύφος / skúphos e gregach) a oa ur c'hobed, ul lestr da evañ, ur 5 pe 15 cm uhelder dezhañ, didroad peurvuiañ.
Tri seurt a oa anezho:
- en doare korintat: troet ar bord war an diabarzh;
- en doare en doare attek A : dornioù a-blaen outañ dindan ar bord ;
- en doare attek B : un dorn a-blaen, unan all a-serzh, o-daou dindan ar bord ;
- ar skifos muzellek (pe kib-skifos) : dornioù kromm stag war-dro ar c'hreiz, troet ar bord war an diavaez.
Eus Korint e teuas ar skifos eta betek Aten ma plijas d'ar boderien.