Ar sombrero eo anv spagnolek un tog e erien ledan graet e gloan, feltr, lêr pe blouz, anvet diwar sobra, an disheol ; un tog da gaout disheol eo ar sombrero eta.
Er broioù all eo dreist-holl anv ar sombrero mec'hikan, erienet ledan, kentoc'h eget ar jipijapa, anvet ivez tog Panama, goude ma'z int sombreros o-daou e spagnoleg.