Ar stlennyezhouriezh zo ar maez enklask etrediskiblezhel ganet eus kejadenn etre ar stlennegezh hag ar yezhoniezh a bled gant lakaat wa wel furmelouriezhoù al lavar (pe langaj naturel) ma c'haller o zeuzskrivañ e programmoù sevenadus evit bouetañ un urzhiataer. Daou batrom a c'hell bezañ heuliet evit sevel ar c'hod : diboullañ ar reolennoù danlec'hiet ha dastum stadegoù an elfennoù yezh. Evit prientiñ an danvez da vezañ tretet e vez ezhomm eus lakaat da genlabourat meur a seurt arbennigourien, yezhoniourien, stlennegourien, psikologourien, mezoniourien ha reoù all. An tachennoù talvezout pennañ a zo treterezh emgefre al lavar hag an droidigezh emgefre, hag, hollekoc'h, ur skor d'an naouegezh alvezel emzivizel ivez.
Gant emdroadur fonnus teknologiezhioù ar stlennegezh ez eus bet ezhomm d'en em harpañ war an teknikoù yezhel evit aesaat ar c'hehentiñ den-mekanik. En tu all, profitet he deus ar yezhoniezh eus galloud an urzhiataerioù evit akuizitañ ur vent nevez ha digeriñ hentoù war-zu danvezioù enklask nevez.
.E-touesk an talvoudvaoù e c'haller menegiñ :
lavar* Dielfennadur rekedoù gant ur yezh wir: e-pad ur prantad ez eus bet sellet ouzh ar mennozh-se evel un diskoulm eus ar gwellañ evit renkañ kudennoù kehentiñ etre an den hag ar mekanik. Evit gwir, petra gwelloc'h evit gallout goulenn traoù war-eeun gant un urzhiataer eget dre e yezh naturel ? Mouget eo bet an teknik-se pa oa erru al logodenn, an etrefas grafek ha metaforenn ar burev. Implijet e vez c'hoazh evel parzh ret evit digejañ ar vouezh pe ar skritur.