Tarentolenn

Un darentolenn Lycosa
Un darentolenn Theraphosida

Tarentolenn eo an anv a gaver e Geriadur Gregor d'ar gevnidenn Lycosa tarantula diouzh hec'h anv skiantel, diwar anv kêr Taranto, e Puglia, e kreisteiz Italia.

Evel Lycosa eo unan eus al Lycosidae, da lavarout eo ur gevnidenn-vleiz.

Met graet e vez tarentolenned ivez eus an Theraphosidae (eus thera, loen ferv) a zo un tamm mat disheñvel o neuz hag o liv, hag a zo meur a seurt anezho: blevek int, ha reoù du, reoù orañjez, pe roz a zo hervez o gouenn. Darn zo binimus, re all divinim. Tud zo a blij dezho kaout tarentolenned ar seurt-se er gêr.


Tarentolenn

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne