Teodoald

Teodoald
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanTheobald Kemmañ
Deiziad ganedigezh708 Kemmañ
Lec'h ganedigezhtalvoud dianav Kemmañ
Deiziad ar marv741 Kemmañ
Lec'h ar marvtalvoud dianav Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
TadGrimoald the Younger Kemmañ
MammThiadsvind Kemmañ
FamilhArnulfings Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
KargMaer ar palez, Maer ar palez Kemmañ

Teodoald, pe Theudoald, pe Thibaud (war-dro 708 – († ? 741), mab bastard da c'h-Grimoald II, maer palez rouantelezhioù Neustria ha Bourgogn, a voe maer ar palez war-lerc'h e dad. Hervez istorourien zo e vije bet mab da c'h-Grimoald II ha d'e bried Théodolinde Fris, merc'h d'ar roue Redbald Frise
N'eus forzh penaos e oa mab-bihan da b-Pepin Herstal

En 714 pa varvas Pepin, e dad-kozh, e teuas da vout maer palez Aostrazia, Neustria ha Bourgogn, hervez youl an hini kozh, daoust ma ne oa nemet 6 vloaz, dindan evezh e vamm-gozh Plektrudis, a oa ar galloud en he daouarn.

Ur eontr en doa, Karl, a vo Karl Martel, mab bastard da Pepin Herstal, a glaske an tu da vout maer palez Aostrazia. Bac'het e voe gant Plektrudis a rae he seizh gwellañ da zifenn askorn he mab-bihan.

Teodoald a anvas Ragenfred da vaer Neustria. Hag eñ kerkent da aloubiñ Aostrazia en 715, da gregiñ gant ur brezel-diabarzh, ken na faezhas armead Plektrudis e miz Mezheven 715, e koadeg Cuise (e-tal Compiègne). Ha kuit Teodoald hag e vamm-gozh etrezek Köln da glask repu.

Ar roue war-lerc'h Dagobert, Chilpéric II e anv, a viras Ragenfred evel maer ar palez. Ha brezel adarre e 716. Emglev a voe graet gant Redbold,roue Fris, ha lakaet seziz war kêr Köln. Trec'h e voent war Garl, a oa tec'het eus ar vac'h, hag a oa bet dilennet da vaer palez Aostrazia gant an uhelidi, hag a glaske dieubiñ Köln a oa seziz warni.

Plektrudis, atav en anv Théodbald, a anavezas Chilpéric evel roue ha Ragenfried evel maer ar palez, hag a lezas gant Chilpéric un darn eus Aostrazia ha Bourgogn.

Krediñ a reer e voe muntret e 741 gant e gendirvi, Karloman ha Pepin, goude marv o zad Karl Martel.


Teodoald

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne