An Tikal zo unan eus ar rivinoù brasañ ar bobl vaya , e Guatemala, e departamant El Peten .
Ul lec'h Glad bedel eus an UNESCO eo. Ar c'hêrioù bras tostañ eo Flores ha Santa Elena.
Kreizenn ur rouantelezh pouezus d'ar bobl maya e oa an Tikal. Daoust ma oa bet savet ar monumantoù brasañ er IVe kantved e anavezas ar gêr he marevezh-aour etre 250 ha 850. E-pad ar prantad-se e aotrounie ar gêr ar rannvro dre e armerzh hag e nerzh soudardel ha darempredoù he-doa gant un darn vras eus Kreizamerika. War a seblant e voe aloubet ha sujet da Deotihuakan e-pad ar IVe kantved. Goude fin ar prantad klasel e paouezjod da sevel monumantoù nevez ha devet e voe palezioù an uhelidi war a seblant. Dilezet e voe ar gêr e-pad an Xvet kantved.