Er yezhoniezh e vez implijet an termen kevreadurezhel tranzitivelezh[1] (en. : transitivity) evit komz eus ar fed ma c'heller implijout renadennoù gant verboù zo :
- tranzitivel, pe verb tre[2] pe verb graus[3] a vez graet eus ar verboù ma c'heller implijout renadennoù gante ;
- nann-tranzitivel pe amdranzitivel pe verb gwan[2] pe verb dic'hraus[3] eus ar re n'heller ket.
Kemmus eo natur tranzitivelezh ar verb a yezh da yezh.
Setu ur skouer tennet eus an hungareg :
Gwrizienn : lát-
doare-disklêriañ an amzer a-vremañ
niver + gour
|
Tranzitivelezh
|
Tranzitivel
|
Amdranzitivel
|
Unander
|
1
|
látom
|
látok
|
2
|
látod
|
látsz
|
3
|
látja
|
lát
|
Liester
|
1
|
látjuk
|
látunk
|
2
|
látjátok
|
láttok
|
3
|
látják
|
látnak
|
- Ar stummoù tranzitivel (látom…) a vez implijet gant ur renadenn strizh, da skouer :
Látom a kutyát
"Gwelet a ran ar c'hi"
- Implijet e vez ar stummoù amdranzitivel (látok...) pa n'eus renadenn ebet pe gant ur renadenn amstrizh, da skouer
Látok
"Gwelet a ran [Ø]"
Látok egy kutyát
"Gwelet a ran ur c'hi"
- ↑ Trañzitivelezh e Kreizenn ar Geriaouiñ (diwar-benn matematik) : KREIZENN AR GERIAOUIÑ/transitivité
- ↑ 2,0 ha2,1 E Yezhadur bras ar brezhoneg, ha Geriadur Hemon-Huon, pajenn 1320.
- ↑ 3,0 ha3,1 Yezhadur berr ar brezhoneg, pajenn 110, ha Geriadur Hemon-Huon, pajenn 1320.