Hoalad ar Mezozoeg | ||
---|---|---|
Triaseg | Juraseg | Kretase |
Kentañ prantad ar Mezozoeg eo an Triaseg. Mont a ra adalek -251,902 (± 0,024) milion a vloavezhioù betek -201,4 (± 0,2) milion a vloavezhioù. Emañ an Triaseg goude ar Permian hag a-raok ar Juraseg. Koulz e deroù hag e diwezh an Triaseg e tegouezhas enkadennoù bras ma'z eas spesadoù forzh pegement da get. Nevez zo ez eo bet bloaziataet resisoc'h an enkadenn ma echuas an Triaseg. Koulskoude, evel ma c'hoarvez gant prantadoù douarouriezh koshoc'h, e anavezer mat ar gweleadoù a vevenn deroù ha diwezh ar prantad met an deiziadoù roet zo resis war-bouez un nebeud milionoù a vloavezhioù.
Termenet ha badezet eo bet an Trias gant an douaroniour alaman Friedrich August von Alberti e 1834. Dont a ra e anv diwar an teir unanenn statigrafek a ya d'ober anezhañ e Kreizeuropa : Buntsandstein, Muschelkalk ha Keuper.
Sioul-kenañ e oa bet plusk an douar e-pad an Trias, e Bro-C'hall peurgetket. Diwar gweleadoù eus an Trias an hini o deus diazezet ar c'houelezennourien reolennoù ar stratigrafiezh
Triaseg Uhel | |
Rhaetian | (208.5 – 201.4 ± 0.2 Ma) |
Norian | (227 – 207,5 Ma) |
Karnian | (237 – 227 Ma) |
Triaseg Kreiz | |
Ladinian | (242 – 237 Ma) |
Anisian | (247.2 – 242 Ma) |
Triaseg Izel | |
Olenekian | (251.2 – 247.2 Ma) |
Induan | (251.902 ± 0.024 – 251.2 Ma) |
Marevezh an Triaseg | |||||
---|---|---|---|---|---|
Triaseg Izel | Triaseg Kreiz | Triaseg Uhel | |||
Induan | Olenekian | Anisian | Ladinian | Karnian | Norian |
Rhaetian |