Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Unelli

An Unelli hag o amezeien en Arvorig

An Unelli, pe Veneli, pe c’hoazh Venelli (Οὐένελοι en henc’hresianeg) a oa ur ur bobl c’halian en Arvorig gwechall. O vevañ e oant el ledenez a zo anvet bremañ Cotentin, en norzh da bobl an Abrincatui hag er c’hornôg d’al Lexovii. Hervez Ptolemaios e oa Crociatonum kêr-benn ar Veneli, met n’eur ket sur pelec’h e oa ar gêr-se.

Meneget int gant Julius Caesar e-barzh De Bello Gallico[1] , e-kichen pobloù all eus Arvorig, evel ar Weneted, an Osismied pe ar Guriosolited. Sujañ a rejont da Publius Licinius Crassus e 57 kent JK ; met e 56 kent JK e voe ret kas un armead Romaned adarre a-enep an Unelli o doa graet emglev gant pobloù all eus Arvorig, Weneted, Kuriosolited, Lexovii, Aulerci Eburovices... Quintus Titurius Sabinus a oa e penn tri lejion soudarded roman, a-dal d’an Unelli ha d’o amezeien. Renet e oa ar C’halianed gant Viridovix. Kontañ a ra Julius Caesar penaos e voe faezhet ar C’halianed pa glaskjont tagañ kamp ar Romaned. Lazhet e voe kalz anezho ha nebeud a zeuas a-benn da dec’hout rak ar varc’heien roman[2].

Gant an Unelli e voe kaset un armead 6000 den da emgann Alesia e 52 kent JK[3].

  1. Commentarii de Bello Gallico levrenn II, 34 & levrenn III, 11
  2. Commentarii de Bello Gallico, Levrenn III, 17—19
  3. Commentarii de Bello Gallico, levrenn VII, 75

Previous Page Next Page






Венели Bulgarian Unel·les Catalan Veneller German Venelli English Unelos Spanish Unellit Finnish Unelles French אונלים HE Unelli Italian Venelli Dutch

Responsive image

Responsive image