Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Voivodina

Banniel Voivodina
Kartenn eus Serbia gant Voivodina livet e roz, en hanternoz

Voivodina (Војводина e serbeg, Vojvodina e kroateg hag e slovakeg, Vajdaság en hungareg, Voivodina e roumaneg, Войводина e rusineg) zo ur rannvro emren e hanternoz Serbia. En em astenn a ra war 21 506 km² ha bevennoù he deus gant Hungaria en hanternoz, gant Kroatia er c'hornôg, gant Roumania er reter, ha gant Bosnia ha Herzegovina er mervent. Treuzet eo Voivodina gant ar stêrioù Danav, Tisza ha Sava.
Novi Sad eo kêr-benn ar rannvro emren.

Annezet eo ar rannvro-se gant e-leizh a bobloù. C'hwec'h yezh ofisiel zo (serbeg, hungareg, slovakeg, roumaneg, kroateg, ruusineg) ha 26 pobl disheñvel zo anavezet ent-ofisiel. Serbed eo al lodenn vrasañ eus an dud (66%) ha Hungariz eo ar vinorelezh vrasañ (13%).


Previous Page Next Page






Vojvodina AF Wojwodina ALS Voivodina AN فويفودينا Arabic Voyevodina AZ Воеводина BA Vojvodina BCL Ваяводзіна BE Ваяводзіна BE-X-OLD Войводина Bulgarian

Responsive image

Responsive image