Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh Rusia, Frañs |
Anv ganedigezh | Всеволод Михайлович Эйхенбаум |
Anv-bihan | Vsevolod |
Deiziad ganedigezh | 11 Eos 1882 |
Lec'h ganedigezh | Voronej |
Deiziad ar marv | 18 Gwe 1945 |
Lec'h ar marv | Pariz |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | torzhellegezh |
Lec'h douaridigezh | Crématorium-columbarium du Père-Lachaise |
Breur pe c'hoar | Boris Eikhenbaum |
Pried | Halyna Kuzmenko |
Yezh vamm | rusianeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | rusianeg, galleg, alamaneg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Strollad politikel | Socialist Revolutionary Party, Nabat, Union of Russian Workers |
Oberenn heverk | The Unknown Revolution |
Ideologiezh politikel | anveliouriezh |
Vsyevolod Mikhaylovitch Eichenbaum (Всеволод Михайлович Эйхенбаум) lesanvet Volin (Волин, 11 a viz Eost 1882, Novgorod-18 a viz Gwengolo 1945, Pariz)
Bet ganet en ur familh pinvidik e studias a ar gwir e Sant Petersbourg. Kemer a reas perzh en dispac'h e 1905 hag e savas ivez ur soviet e Sant Petersbourg. Harzet e voe gant ar polis, ha lakaet da heul en toull-bac'h. Dont a reas a-benn achap eus ar prizon ha mont da Vro-c'hall e 1907. Mont a reas e darempred eno gant diveliourien eus Rusia. Dont a reas ezel eus ar C'homite Oberiant Etrebroadel e 1913 ha stourm a-enep d'ar brezel. Voline a rankas terc'hel kuit a-nevez davet SUA ar wezh-mañ pa fellas d'ar gouarnamant gall e lakaat ivez en toull. Degemeret e voe neuze gant ar C'hevredad Unvaniezh ar Vicherourien a vro Rusia e SUA hag e Kanada. Kenderc'hel a reas da stourm en ur vrudañ ar gelaouenn Mouezh al Labour.
Kuitaat a reas ar gelaouenn da c'houlz emglev Brest-Litovsk. Mont a reas neuze da vBrobov e su Rusia, lec'h ma voe karget da gelenn d'ar bobl. Kemer perzh a reas d'ar pemdezieg Nabate (kloc'h-galv). Karget e voe ivez da sevel ur skrid evit prezegenn Koursk. Ret e voe dezhañ sevel ur sintezenn diveliel en dije gellet bezañ program eus pep tu diveliel Rusia. Rankout a reas kuitaat e labour abalamour d'ar volcheviked. Kejañ a reas ouzh Nestor Makhno, hag e voe lakaet e penn ar c'hevrad e karg eus sevenadur ha deskadurezh an Arme Emsavet. An arme a zilennas anezhañ e 1919 evel Prezidant Kuzul an Arme Emsavet. An Arme Ruz a harzas anezhañ en-dro c'hwec'h miz goude, ha lakaat a reas anezhañ etre daouarn an Tcheka. Dieubet e voe e 1920, a- drugarez d'un emglev etre Makhno hag ar volcheviked. Harzet e voe un eil gwezh d'ar 25 a viz Kerzu, da lâret eo un deiz a-raok ar c'hendalc'h diveliel, asambles gant tout an diveliourien o doa bet stourmet gant Makhno.
Prizoniet ha jahinet, e voe dieubet a-drugarez da glemm ar sindikalourien europat deuet da gemer perzh e kendalc'h Profintern. Rankout a reas neuze kuitaat Rusia da vat. Repu a gavas en Alamagn, lec'h ma kendalc'has da stourm gant an Unaniezh Vicherel Frank, a oa he sez e Berlin, hag e skrivas "Heskin a-enep d'an diveli e Rusia Soviedel". Treiñ a reas levr Pierre Archinoff ivez : "Istor an Emsav makhnovour" ha Krouiñ a reas ar sizhunieg rusek "ar micherour anarkour" Sebastien Faure a bedas anezhañ e Bro-c'hall evit kemer perzh er "c'helgeriadur anarkour". Pa darzhas ar brezel e oa o chom e Marsilia lec'h ma skrivas "an dispac'h Dianavez". Mervel a reas en ospital Laenneg abalamour d'an droug-skevent. Douaret eo bet e bered Père-Lachaise e Pariz.