The Wikimedia movement (al luskad Wikimedia), pe Wikimedia, a vez implijet evit ober anv eus hollad kumuniezh kenlabourerien ar Wikimedia Foundation hag e is-skourroù. Al luskad a zo bet savet diwar kumuniezh Wikipedia. Gant an amzer o tremen ez eo aet war-zu raktresoù Wikimedia all evel: Wikeriadur, Wikiarroud, Wikibooks, Wikidata, Wikimedia Commons, Wikisource, Wikispecies, Wikinews, Wikivoyage ha Wikiversity. Gallout a reer ivez ouzhpennañ an holl izili a-youl-vat o labourat war meziantoù evit ar MediaWiki. Harpet hag aozet eo ar genlabourerien gant aozadurioù lies dre ar bed a-bezh evel ar Wikimedia Foundation pe ar strolladoù kenlabourerien. Da ziwall a zo rak an termenadur Wiki na dalvez ket dre ret ul liamm gant ar Wikipedia evel evit WikiLeaks pe Wikisearch.
An anv "Wikimedia", ur c'hendeuziñ eus wiki ha media, a voe krouet gant ar skrivagner stadunanat Sheldon Rampton en un e-bost kaset d'ar c'helc'hlizher saoznek e miz Meurzh 2003. Tri miz goude ma oa deuet ar Wiktionary da vezañ an eil raktres brasañ liammet ouzh Wikipedia ha diazezet war servijerien Jimmy Wales, ha tri miz a-raok ma vefe roet lañs d'ar Wikimedia Foundation ha ma vefe enrollet. "Wikimedia" a c'hell bezañ implijet ivez evit ober anv eus an holl raktresoù liammet gant Wikimedia.