1 results found for: “crain_ford”.

Request time (Page generated in 0.2607 seconds.)

Gene Tierney

marvel (Leave Her to Heaven) eus John M. Stahl gant Cornel Wilde, Jeanne Crain, Vincent Price Ellen Berent, maouez ur skrivagnour 1946 : Kastell an aerouant...

Last Update: 2013-04-04T22:16:53Z Word Count : 1180

View Page View Rich Text Page View Plain Text Page

Main result

Gene Tierney

Gene Tierney a oa un aktourez amerikan, ganet e New York e 1920 ha marvet e Houston, e Teksas, e 1991. Sellet eo bet outi evel unan eus ar merc'hed kaerañ eus an XXvet kantved. Brudet eo dreist-holl evit bezañ c'hoariet er film Laura (1944) hag he roll e Leave Her to Heaven (1945). He roll kentañ e Hollywood a voe roet dezhi get Fritz Lang e Distro Frank James (1940). A 1940 betek 1945 e c'hoari get ar renerien film vrasañ ag an amzer a reas anezhi un harozez «filmoù du» en Oad aour Hollywood : John Ford (Hent ar butun, 1941), Henry Hathaway (Kuzh-heol, 1941), Josef von Sternberg (Berh e Shanghai, 1941), Ruben Mamoulian (Bizouier àr he bizied, 1942), Ernest Lubitsch (An neñv e c'hell gortoz, 1943). Get penn-oberenn Otto Preminger, Laura (1944), e kavas ar roll he lakaas da vout ur sterenn vojennel get ur skeudenn vinimus ha lik. Degemeret a reas ivez da-heul un Oscar evit he roll e Laosk anezhi da vonet d’an neñv, a John Stahl, e 1945, met goude daou film a Joseph Mankiewicz : Dragonwyck e 1946, hag Ar spontailh hag an Intron Muir, e 1947, ne voe roet dezhi nemet rolloù eil renk, hag he hent-micher a achuas er blezadoù hanter-kant. Ar spontailh hag an Intron Muir e oa ur film dudius hag hi e oa eno un harozez lugernuz.


Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne