Un abati[1] (eus ar ger latin abbatia, savet diwar ar ger arameek abba, a dalvez « tad ») a zo ur manati katolik pe ur gouent renet gant un abad (pe un abadez), a zo neuze tad (pe mamm) speredel ar gumuniezh menec’h (a vez graet leaned anezho ivez) pe leanezed.
Peurvuiañ e reer kouent eus un abati leaned ha leanezed pa ne vez ket graet an anv abad pe abadez eus ar rener.
Kalz koshoc'h eo ar stad a vanac'h (pe ar vanac'hegezh) eget an abatioù. Ne gaver ket ar ger abati e reolenn Benead Norcia, pa ne ra anv nemet eus manati. Kentañ gwel eus ar ger skrivet a zo en XIvet kantved. Cluny an hini zo kaoz d'ar c'hemm anv, hag a lavar penaos e ranker aozañ un abati, ha katolik pe latin hepken eo ar meizad a abati. Goude-se, evit lakaat ur manati da vout un abati e vo reolennoù disheñvel hervez an urzhioù relijiel.