Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Abel Tasman

Abel Tasman

Abel Janszoon Tasman (ganet e 1603 ha marvet d’an 10 a viz Here 1659), a oa ur moraer hag un ergerzher genidik eus an Izelvroioù.

Ganet e oa bet e 1603 e Lutjegast, ur gêriadenn eus proviñs Groningen. Anavezet eo dreist-holl evit div veaj en doa graet e 1642 hag e 1644, e servij ar VOC (Kompagnunezh Izelvroat Indez ar Reter). Eñ eo an Europad kentañ a dizhas inizi Tasmania (anvet en amzer-hont Douar Van Diemen) ha Zeland-Nevez hag an hini kentañ ivez o welout an inizi Fiji, e 1643. Sevel a reas kartennoù eus meur a gorn eus Aostralia.

E bal a oa anavezout gwelloc’h ar vro anvet da neuze Holland Nevez (hag anvet bremañ Aostralia) a oa bet nevez-dizoloet an aodoù anezhi gant tud eus an Izelvroioù, ha kavout daoust hag ul lodenn e oa an douar-se eus an Terra Australis a vije bet e penn traoñ ar voul-douar. Spi he doa ar gompagnunezh VOC e vije bet kavet gantañ ur c’hevandir nevez he dije gellet ober kenwerzh gantañ.

Evit e veaj kentañ (e 1642 ha 1643) e lakaas Tasman da ouel eus Jakarta (a oa anvet Batavia en amzer-se), gant daou lestr bihan, an Heemskerck hag ar Zeehaen, treiñ penn da enez Maoris, un enezenn anavezet gant Izelvroiz, hag alese mont war-zu ar reter, war morioù dianav dezho. C’hwitañ a reas douar-bras Aostralia, ha tremen er su dezhañ, met dizoleiñ a reas evel-se un enezenn vras d’ar 24 a viz Du 1642. Anvet e voe an douar-se gantañ Anthoonij van Diemenslandt (Douar Van Diemen, diwar anv unan eus renerien ar VOC). Diwezhatoc’h e voe advadezet Tasmania gant Breizhveuriz, diwar anv Abel Tasman. Goude bezañ ergerzhet an enezenn ez eas pelloc’h c’hoazh war-zu ar reter hag en em gavout a reas e Zeland-Nevez, a voe badezet gantañ Staten Landt, gant ar soñj e oa stag ouzh un enezenn gant an hevelep anv e penn pellañ Suamerika (Isla de los Estados, enez ar Stadoù). Heuliañ a reas an douar-se, a-hed aod ar c’hornaoueg war-zu an norzh. Teurel a reas eor e norzh enez ar Su (en ur bae anvet Golden Bay hiziv) hag eno e voe lazhet pevar eus e vartoloded gant Maoried. Derc’hel a reas da vont pelloc’h war vor hag en em gavout e Strizh-mor Cook met soñjal a reas e oa en em gavet en ur vorlenn. Mont a reas war-zu porzh Batavia goude-se, o soñjal en doa kavet un douar, ar Staten Landt, a oa un tamm eus an Terra Australis. War e hent distro e kavas enezeg Tonga, d’an 21 a viz Genver 1643.

E-pad e eil beaj, e 1644, e vageas a-hed aod su Ginea Nevez, war-zu ar reter. C’hwitañ a reas Strizh-mor Torres etre Ginea Nevez hag Aostralia, ha kenderc’hel gant e veaj a-hed aod norzh Aostralia. Sevel a reas kartennoù eus an aod-se.

Mervel a reas Tasman e 1659 e Batavia.

Hentoù Tasman

Dipitet e voe ar gompagnunezh VOC gant beajoù Tasman : ne oa ket bet kavet gantañ broioù d’ober kenwerzh ganto na hentoù nevez kennebeut. E-pad ouzhpenn ur c’hantved c’hoazh (betek beajoù James Cook), ne voe den ebet eus Europa o vont da Dasmania pe da Zeland-Nevez ha ne voe hini ebet kennebeut oc’h ergerzhet Aostralia da vat.

Anv Abel Tasman a zo bet roet da veur a lec’h, en o zouez :


Previous Page Next Page






Abel Tasman AF Abel Tasman ALS Abel Tasman AN Abel Tasman ANG أبل تاسمان Arabic هابيل طازمان ARY تاسمان ARZ Abel Tasman AST Abel Tasman AVK Abel Tasman AZ

Responsive image

Responsive image