Er Gristeniezh ez eo an daouzek abostol (liester : ebestel) (eus an henc'hresianeg απόστολος, apostolos "kannad", "misioner") daouzek den a voe dibabet gant Jezuz-Krist a-douez e ziskibled da brezeg an aviel d'an dud en-dro dezho, d'ar Yuzevien da gentañ ha d'an dud all goude, war-lerc'h marv ar C'hrist.
En Aviel Mazhev (III, 13-19) e kaver roll an ebestel a zivizas mont da-heul Jezuz-Krist ha bezañ testoù eus e gelennadurezh goude e varv.