Santez Agnes Roma, pe Santez Oanez, a oa ur verzherez kristen lakaet d'ar marv en amzer an impalaer Diocletianus, war-dro ar bloaz 304.
Lidet e vez d'an 21 a viz Genver. Lakaet eo bet da santez paeronez al liorzherien, ar plac'hed, ar gwerc'hezed, ar maouezed gwallet.
Poltredet e vez gant un oan gwenn, palmez ar verzherinti, ur barr olivez, ur c'hleze pe ur gontell pe un tantad. Dont a ra hec'h anv eus ar ger henc'hresianek ἁγνός hagnós , a dalv kement ha "glan", "nevet", "sant".