Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Alan an Diuzet

Alan Loeiz Mari an Diuzet, pe Roc'halan, ganet d'ar 16 a viz Eost 1900 e Kêr ar Roc'h, e Treger, ha marvet d'an 22 a viz Mae 1991 e Sant-Brieg, oa skrivagner ha troour breizhat.

Mab e oa da Loeiz Mari an Diuzet ha Maria Kerangall, koñversanted o terc'hel un davarn war blasenn ar Martred e Kêr ar Roc'h. Alan an Diuzet a zo bet da gentañ e skol ar baotred, e Sant Yann, er Roc'h, ha goude-se, e 1912, er skol eil-derez e Landreger, ha da echuiñ, e 1917, e skol ar vistri e Sant-Brieg.

Anvet e voe da skolaer e 1921, hag eus 1924 da 1926 e oa mestr war ar jedoniezh hag ar skiañchoù e skol eil-derez Plistin. Eus 1937 da 1945, e oa rener skolaj eil-derez Perroz-Gireg, met prizoner e voe daou vloavezh e Bro-Alamagn. Deut en dro d'ar Vro, Alan an Diuzet a savas e 1946 ar "Collège Breton des Côtes-du-Nord" (Skolaj Breizhek Aodoù-an-Hanternoz), hag enni ar gelaouenn Mouez ar Vro.

Skrivet en deus evit meur a gelaouenn, en o zouez Arvor ha Gwalarn. Un darn eus e skridoù brezhonek a zo bet embannet gant Emgleo Breiz.

Lakaet en deus e brezhoneg kan broadel Bro-C'hall, da laret eo, "La Marseillaise" : Deomp war-raok ni bugale ar vro, deiz an trec'h meur a zo erru, a-enep deomp."


Previous Page Next Page








Responsive image

Responsive image