Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Aloubadeg

Un obererezh vilourel eo an aloubadeg, houmañ kaset da benn gant un strollad tud armet diwar abegoù douarpolitikel ken e tapont ar veli war un tiriad pe e kemmont stumm e renerezh. Un obererezh brezel eo ha deroù ur brezel e c'hell bezañ, met a-wechoù diwezh ur brezel evel lodenn diwezhañ ur strategiezh. Koulskoude e c'hell bezañ gwelet un aloubadeg evel ur gwaskerezh gant lod eus an dud aloubet hag evel un dieubidigezh gant ul lodenn all.

Dre-vras e rank un aloubadeg degas un toullad bras a dud armet ken e teu o nerzhioù da vezañ kreñvoc'h ha stankoc'h evit ma chomo an tiriad dindan o dalc'h. Ober a reer anv eus un aloubadeg pa vez an nerzhioù milourel dindan renerezh tud estren ha n'haller ket ober gant an termen pa vez brezelioù diabarzh, emsavadegoù, taolioù-Stad, krougadegoù ha lazhadegoù diouzh an druilh.


Previous Page Next Page






غزو Arabic Invasión AST Pagsakyada BCL Уварваньне BE-X-OLD Нашествие Bulgarian Invazija BS Invasió Catalan Invaze Czech Invasion Danish Invasion (Militär) German

Responsive image

Responsive image