Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Ambarri

Pezh moneiz aour graet e bro an Ambarri.
Kartenn eus Galia er I kantved kt JK, gant ar pobloù galian.

An Ambarri a oa ur bobl c'halian hag a oa o chom e-kichen kember ar stêrioù Saône ha Rhône, er pezh a zo an departamant Ain bremañ. En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ : Allobroges er gevred, Segusiavi er c’hornôg, Aedui er gwalarn ha Sequani er biz. Hervez a gont Julius Caesar dimp[1] e oant kevredet gant o amezeien, an Aedui. Lenn a reer e-barzh Ab Urbe condita libri, gant Titus Livius, e vefe bet an Ambarri e-touez ar C’halianed o doa treuzet an Alpoù da aloubiñ ledenez Italia e deroù ar VIvet kantved kt JK. Talvezout a rafe o anv kement « ar re a zo o en daou du d’an Arar »[2], diwar anv galianek ar Saône. Kavout a reer roud eus an anv Ambarri e-barzh anvioù meur a gêr eus an tolead : Ambérieu-en-Bugey, Ambérieux-en-Dombes, Ambutrix, Ambronay, Ambléon, Amblagnieu pe Ambérieux.

  1. De Bello Gallico, I, 11
  2. Venceslas Kruta, Les Celtes, Histoire et Dictionnaire, p. 408.

Previous Page Next Page






Ambarres Catalan Ambarrer German Ambarri English Ambarros Spanish Ambarres French Ambarrusok Hungarian Ambarri Italian Ambarri Dutch Ambari SL

Responsive image

Responsive image