Anubis | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Anubis (henc'hresianeg : Ἄνουβις) eo anv a orin henc'hresianek[1] un doue e benn aourgi liammet gant ar balzamegekadur hag ar vuhez er bed all e relijion Henegipt. En henegipteg e veze anvet Inpu (skrivet a-wezhioù Anup, Anpu, Ienpw)[2].
Hervez un dreuzskrivadenn akkadek e lizheroù Amarna e oa distaget anv Anubis evel Anapa[3] Ar meneg koshañ anezhañ a gaver e testennoù piramidennoù an Henimpalaeriezh ma oa liammet gant interamant ar faraoned[4]. D'ar mare-hont e oa Anubis doue pouezusañ ar re varv met kemeret e voe e lec'h e-doug ar grennimpalaeriezh gant Osiris[5].
Anvioù all en deus, a zo stag ouzh e roll el lidoù-kañv, evel hennezh hag a zo e lein ar menez, a bouez war e roll gwareziñ ar re varv hag o bezioù, hag an titl Hennezh hag a zo el lec'h ma saver ar balzamegennoù, a laka ar pouez war al lidoù a dalveze da brientiñ ar vuhez goude ar marv[4].
Evel kalz doueed all eus Henegipt en doa Anubis perzhioù disheñvel e kenarroudennoù liesseurt, ha dibunadeg foran ebet ne veze graet en Henegipt da skouer hep ur skeudenn eus Anubis douget dirazi.
Graet e vez Anpout eus gwreg Anubis, hag an doueez Kebec'het eoa o merc'h.