|
Arzhur III (dug Breizh) | |
Arzhur III | |
Dug Breizh | |
Ren | 22 a viz Gwengolo 1457 26 a viz Kerzu 1458 |
---|---|
A-raok | Pêr II |
Goude | Frañsez II |
Buhez | |
Ganet | 24 a viz Eost 1393 Kastell Susinioù, Breizh |
Marvet | 26 a viz Kerzu 1458 (65 bloaz) Naoned, Breizh |
Bez | Iliz-Veur Naoned |
Tiegezh | Moñforzh |
Tad | Yann IV, dug Breizh |
Mamm | Janed Navarra |
Priedoù | Marc'harid Bourgogn (1423, marvet e 1442) Janed Albret (1442, marvet e 1444) Catherine de Saint-Pol (1445) |
Relijion | Katolik |
Arzhur III, ganet d'ar 24 a viz Eost 1393 e kastell Susinioù (e Sarzhav) ha marvet d'ar 26 a viz Kerzu 1458 e Naoned, a voe dug Breizh e 1457, e-pad unnek miz. Anavezet ivez evel konestabl Richemont, pe ar Justisour, pe Arthur de Richemont e galleg.
Kont Richmond (e Bro-Saoz), ha konestabl ar roue gall Charlez VII e oa. Ouzhpenn-se e oa Kont Montfort, un titl roet dezhañ da varv e niz dug. Ur perzh a-bouez en deus bet en istor Bro-C'hall koulz hag en istor Breizh evel brezelour.