Astropolis a zo ur festival sonerezh elektronek a vez aozet e penn-kentañ miz Eost e Brest. Bep bloaz e vez bodet etre 10 000 hag 20 000 arvester, met dav eo lavarout ez eo diaes gouzout pet arvester a vez rak aozet e vez ars sonadegoù e meur a lec'h ha da zevezhioù disheñvel. Ur festival brudet e bed ar sonerezh elektronek eo peogwir ez eus bet pedet arzourien vrudet evel Jeff Mills, Laurent Garnier, Miss Kittin, Justice, Manu Le Malin, Vitalic, Boys Noize, Busy P, The Micronauts, Yuksek e-touez ur bern re all.